Oswald Spengler

Oswald Spengler

Oswald Arnold Gottfried Spengler (29 Meurzh 1880 – 8 Mae 1936) a oa un istorour hag ur prederour alaman hag a oa dedennet gant ar matematikoù, ar skiant, an arz hag o darempredoù gant an istor. Anavezet eo dreist-holl abalamour d'e levr Diskar ar C'huzh-Heol (Der Untergang des Abendlandes), embannet e 1918 evit al levrenn gentañ hag e 1922 evit an eil, ma kont istor ar bed. Ennañ e tispleg Spengler e sell war an istor : hervezañ e vefe pep sevenadur evel ur bevedeg bras hag en deus un esperañs bevañ bevennet.

Spengler a vez gwelet evel ur broadelour hag un enepdemokrat rak unan eus pennoù an Dispac'h mirour e voe. Neoazh e vurutellas an Naziegezh abalamour da ouennelouriezh ar strollad. Evitañ e oa Benito Mussolini ur seurt Caesar eus ar C'hornôg a-vremañ, daoust ma ne heulie ket dibaboù an « Duce ».

Levezonet en devoa ur bern istorourien ha tud all evel Franz Borkenau, Arnold J. Toynbee[1], Francis Parker Yockey, Carroll Quigley, ha Samuel P. Huntington. John Calvert en deus meneget eo brudet Spengler gant an Islamourien, hag a asant d'e vurutelladenn eus ar C'huzh-Heol.

  1. Joll, James (1985). "Two Prophets of the Twentieth Century: Spengler and Toynbee". Review of International Studies 11 (2): 91–104. ISSN 0260-2105

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search